Da 11e vintin hiziv e tremeno un emgav evit lavaret perak on dedennet gant ar "stummadur uhel" (ar stummadur a zeu ar stummadur a-vremañ).
Prientet 'meus un tammig met atav e vezan un tammig tenn evit seurt traoù.
Gwelet e vo :)
@unkorneg Mat eo bet an emgav ! Dreist-holl e oa evit gouzout petra ober e-pad ar stummadur, eus petra hon eus ezhomm, traoù mod-se.
Un nebeud dibab vo graet met emichañs e vin degemeret :)
@unkorneg Kinniget 'meus ma fodkast diwar-benn ma deskadurezh, un tammig souezhet e oant :)
@ewen nag ur soñj mat, a-dra-sur e vi degemeret neuze !
@ewen Kalon vat dit !
Gouzout a ran n'eo ket aes kavout ar gerioù ha komz en un doare flour !
Alas, n'eus nemet pleustriñ, pleustriñ, pleustriñ !
@harpo_bzh Trugarez :)
Pleustromp, pleustromp !
E peseurt bro emaout o chom te ? Sympa vefe d'ober un digor kalon un deiz bennak gant tud eus Mastodon e brezhoneg :)
@harpo_bzh Evit pleustriñ evel-just !
@ewen kalon vat dit ! Spi ‘m eus e vi degemeret er stummadur 3 miz 🤞