Heuliañ

C'hoant am eus ober badjoù evit diskouez d'ar re er straed e komzan brezhoneg. Hag intereset e vefec'h o kaout unan ivez?

D'am soñj ez eus badjoù damheñvel war stal mignoned ar brezhoneg met serr eo evit poent :/

@ewen Ha gouezed a ouezes eh eus ag ar spilhennig endew ?

@SirMacDuck n'on ket sur em eus komprenet mat "gouezed a ouezes" 😬
= gouzout a rez ?

Ne ouezan ket hag ar spilhennig a vez kavet en-dro. Urzhiet em us ma hini koulskoude, sañset eo da vezañ er gêr e miz Gwengolo!

@ewen ya, dres. Eiladur ar verb a vez implijed e bzhg aweid kreñvad ar ster. d.sk : Labourad a labouran ! Pe just-a-walc'h : Gouzoud a res ? Dam ya, gouzoud a ouzon !

Oh ya, sañsed e vez c'hoazh. Ressev a ri ha gani e-dan berr, d'am soñj 😉

@ewen ma ya, lâred genit c'h eus urzhied ur spilhennig, neuse er resseviñ a ri d'am soñj 🙂
Resseviñ : recevoir. 😉

@SirMacDuck urzhiet em eus ma reoù, da lâret eo gant ar skeudenn am eus fardet :D
Emaint o vezañ graet evit poent :)

@ewen haaaaa. Komprened 'mboe 'poe urzhied ur spilhennig.

@ewen ne vez ket graet gant an Ofis dija ?
Me 'meus unan eus GBB

@Dremmwel aaaa, marteze a-walc'h ya. Met mat eo ivez ober reoù nevez, un tamm disheñvel, rak brav eo al liesseurted :)

@Dremmwel ma kavez ul liamm evit prenañ un nebeud enlinenn e vefen intereset!

@Dremmwel ret eo din ober anaoudegezh gant brezhonegerien·ezed ar vro evit kaout ma hini!
Ha perak pas kregiñ gant un dastumad badjoù e brezhoneg 🧐 :bzh:

Sign in to participate in the conversation
Mastodon e brezhoneg

Bienvenue sur l’instance Mastodon e Brezhoneg ! Cette instance inclusive rassemble des personnes qui parlent breton, gallo, ou bien qui sont sensibles à la promotion de ces deux langues.